mercredi 24 décembre 2008

Votiñ Breizhistance a dalvez :

Aozañ ar vro :
➢ Evit derc’hel d’ar servijoù publik hag evit ar c’hempouez etre ar broioù
➢ Evit ur politikerezh sevel treuzdougen, lojeiz ha melestradurioù azas d’an dud diaes dezho bale

Labour :
➢ Evit ma vo doujet ouzh doareoù sokial reizh (goproù heñvel evit ar baotred hag ar maouezed goproù reizh…) hag ouzh an endro gant an embregerezhioù a vez sikouret gant an departamant

Kengred :
➢ Evit sevel ur gopr evit an holl, a-benn ne vefe lakaet da gostez an dud etre 16 ha 25 bloaz
➢ Evit sikour ar re gozh (klokaat al leveoù ha skoazellerien buhez), forzh peseurt gopr a vefe gant ar familhoù

Endro :
➢ Evit ma vo pourvezet an tiez e energiezhioù propr (distaol war an taos a ya d’an departamant)
➢ Evit deskiñ d’ar re yaouank anavezout an endro
➢ Evit sikour al labourerien douar da vont war zu al labour bio
➢ Evit kas war-raok an touristelezh propr ha tost eus an natur, doujus d’an aodoù


Deskadurezh :
➢ Evit sikour ar re yaouank da sevel tiez sevenadurel meret ganto
➢ Evit ur skoazell d’an holl skolajidi da gemer perzh en holl abadennoù maez ar skol
➢ Evit krouiñ skolajoù divyezh

Sevenadur :
➢ Evit ma vo ar brezhoneg yezh ofisiel e Breizh
➢ Evit derc’hel ha mont pelloc’h gant ar c’hentelioù tañva d’ar brezhoneg, d'an istor ha da sevenadur Breizh



Tonket da vont da get eo an departamant
Re luziet eo ar melestradur. Ret eo reiñ ar galloud d'ar vroioù, d'ar strolladoù kumuniezh ha d'ar rannvro

Ar prefed, dibabet gant ar gouarnamant,
a yelo da get ivez

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire